ivin
Brezhoneg
- (Anv-kadarn 1) :
- Kavet en henvrezhoneg (euin).
- Meneget er C'hatolikon (iuin, eguin).
- Da geñveriañ gant ar gerioù ewin en kembraeg, ewyn en kerneveureg, ionga en iwerzhoneg.
- (Anv-kadarn 2) :
- Kavet en henvrezhoneg (iuguinenn).
- Meneget er C'hatolikon (iuinenn).
- Da geñveriañ gant ar gerioù yw(en) en kembraeg, eó en iwerzhoneg, iuos en galianeg, (gwezenn sakr).
Anv-kadarn 1
ivin /ˈiː.vin/ gourel (liester ivinoù)
- Lavnenn garn a gresk war-c'horre penn ar bizied (diwar-benn an dud).
- Da zispenn a rin gant va ivinoù. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 144.)
- Begoù karn, lemm ha kromm, e penn ar pavioù, skilf (diwar-benn al loened).
- ...kerkent ez afe kounnar ennañ, hag e vemp malet etre e zent pe drailhet gant e ivinoù. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 81.)
- Oeñs (diwar-benn ar plant).
- Un ivin kignen.
- Dre skeudenn, diwar-benn traoù all:
- Ivinoù an amzer : an amzer o tremen hag a laosk roufennoù war dremmen an dud
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet iwin.
Deveradoù
Troioù-lavar
- Astenn unan benak war e bevar ivin : diskar anezhañ d'an douar
- Bezañ gwad dindan ivinoù unan bennak : bezañ taer
- Tud ar vro-ze a zo gwad dindan o ivinou, ha n'eo ket Saozon fall a rafe da verc'hed Breiz zoken tec'het birviken en o raok. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 36-37.)
- Bezañ hir e ivinoù : bezañ laer
- Dont ar gwad dindan ivinoù ub : sevel droug ennañ
- Kaout ivinoù kaouenn : ivinoù lemm
- Krennañ e ivinoù da ub : terriñ e fulor da ub
Troidigezhioù
Anv-kadarn 2
ivin /ˈiː.vin/ strollder (unanderenn ivinenn)
- Gwez (Taxus baccata) dezho delioù padus glas-teñval ha frouezh bihan ruz. Kavet e vezont el liorzhoù, er beredoù ha war ar maez.
- <skouer>.
- Koad ar gwez-se.
- <skouer>.
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troidigezhioù
- Ar pennad « ivin » e-barzh Wikipedia