Brezhoneg

  Etimologiezh

(1499) Quent er C'hatolikon[1]. Kar d'ar gerioù kyns e kerneveureg, kynn aet da cyn e kembraeg, cet-amus, « da gentañ », en iwerzhoneg, h.a., d'ar ger divoutin Cintu-gnato-s « henañ » e galianeg, h.a. Ar memes pennrann a seblant talvezout « nevez » pe « diwezhañ » hervez ar yezhoù : कनिष्ठ (kaniṣṭha), « yaouañ », e sañskriteg, καινός, « nevez, fresk », en henc'hresianeg, re-cens e latin, hint-er, « a-dreñv », en alamaneg ha behind e saozneg, h.a. : « pellañ, pennañ » eo neuze ar ster kentañ[2].
Indezeuropeg Kentkeltiek [1] Predeneg Henvrezhoneg Krennvrezhoneg Brezhoneg
ken- kentus kɨnt cent, cint kent
Kerneveureg kyns, kens
Kembraeg cynt cynt
Galianeg cintu


  Araogenn

kent /ˈkẽnt/

  1. A-raok.
    • [...] ar c'hentañ milved kent H.S. — (Meven Mordiern, Talar an Hoc'h, Preder 1964, p. 18-19.)

Deveradoù

  Anv-gwan

Derez Furm
Derez-plaen kent
Derez-uheloc'h kentoc'h
Derez-uhelañ kentañ
Derez-estlammiñ kentat

kent /ˈkẽnt/

  1. A zo a-raok.
    • Netra kent, netra ken. — (Kervarker, Ar rannoù, e-barzh Barzhaz Breizh, 1839.)
    • An Emsav kent a oa bet un emsav laouen, entanet, hag, anzav a ranker, froudennek alies ha skañvboell. — (Enkadenn ar bloavezhioù pemont, Emsav, niv. 3, 1967.)

Troidigezhioù

  Daveoù

Roll an daveoù :

  1. Ranko Matasović : Etymological Dictionary of Proto-Celtic (2009), p201
  NODES
Note 1