laeroñsi
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .
Anv-kadarn
laeroñsi /laɛ.ˈrɔ̃.sːi/ benel (liester : laeroñsioù)
- Obererezh perc'hennañ hep aotre madoù e nesañ.
- Kemeret madoù an Iliz, evitañ da vezañ un torfed eus ar re vrasañ, rak ouzhpenn ma 'z oa ul laeroñsi, a yoa c'hoazh ur sakrilach ; ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 12.)
- Hag an aotrou person da gomz d'ezañ eus al laeronsi graet er presbital. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 98.)
- Sur e vije aes dezhañ lavarout, diskouez n'en doa netra d'ober gant al laeroñsi. — (Roparz Hemon, War ribl an hent (pemzek kontadenn), Al Liamm, 1971, p. 253.)