lamm
Gwelet ivez : Lamm |
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- (Anv-kadarn) Meneget er C'hatolikon (lamm).
- Da geñveriañ gant ar gerioù llam en kembraeg, lam en kerneveureg ha léim en iwerzhoneg.
- (Furm verb) Savet diwar lamm-, pennrann ar verb lammat, hep dibenn-ger.
Anv-kadarn
lamm gourel, liester lammoù, lemmen
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- <skouer>.
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- <skouer>.
- tapout, pakañ ul lamm
- Rak keit ma oa-hi o tañsal he deus tapet ul lamm. Kanaouenn "Ar c'hozh paotr yaouank kozh".
- dihuniñ en ul lamm
- Nann avat, ma zad, a laras Fanch o em dishunañ en ul lamm…, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 15.)
- ul lamm-revr
- Ul lamm revr a dalv nav. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 310.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Un drezenn daoubennek a ro lamm d'ar glaourenneg. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 315.)
- Un drezenn daoubennek a ro lamm d'an treuzelleg. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 315.)
Troidigezhioù
Furm verb
lamm /ˈlãmː/
- Furm ar verb lammat e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- He c'halon birvidik a lamm c'hoaz 'n he c'hreiz,
Dihunet out brema, ma Breiz ! — (Taldir, Bro Goz ma Zadou, in Dihunamb!, 15vet niverenn, miz Gwengolo 1906, p. 248-249.) - Ar soudarded, pep hini en e renk, a lamm warnomp. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 142, 198.)
- He c'halon birvidik a lamm c'hoaz 'n he c'hreiz,
- Furm ar verb lammat en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.