nadoz
Brezhoneg
- Meneget er C'hatolikon (nadoez).
- Da geñveriañ gant an anvioù-kadarn nodwydd en kembraeg, naswydh en kerneveureg, ha snáthaid en iwerzhoneg.
- Deuet eus ur ger keltiek *snātanto-, deveret eus *snāto- « neud ». Gwelet neud.
Anv-kadarn 1
(diwar-benn ar binvioù da labourat gant neud, gloan, hag all)
nadoz /ˈnɑːdo(s)/ benel (furm vihanaat : nadozig, liester : nadozioù)
- Barrennig voan, dir peurliesañ, lemm-lemm unan eus he fennoù, toullet ar penn all anezhi gant ur c'hrao da lakaat an neud da dremen
- Eun nadoz d'ober stamm. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 373.)
- (Dre astenn-ster) Benveg prenn pe askorn a dalvez da zresañ ar rouedoù pesketa
- Eun nadoz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 373.)
- Karga an nadoz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 373.)
- Toull an nadoz : krao
- [...] : « Va bugale ker, me a lavar d'ehoc'h adarre, pegen dies eo d'ar re a lak' ho fizians en danvez mont e rouantelez Doue. Essoc'h eo da eur c'hanval treuzi dre doull an adoz eged da eur pinvidig mont e rouantelez Doue. » — (Yann-Fañch Caer, Ar Pevar Aviel lakeat en unan, Brest, 1904, p. 219.)
Anv-kadarn 2
(diwar-benn ar binvioù all)
nadoz
- Barrennig dir kleuz ha lemm ar beg anezhi, e beg ur strinkell, a dalvez da ensiklañ louzoù pe da dennañ gwad
- Barrennig vetal voan a dalvez da ziskouez ur sifr war dremm ur benveg mentañ
Stummoù rannyezhel
- nadoe (nadoeo) (Treger)
- nadoez (Bro-Gwened)