seder
Brezhoneg
- Kelt. *sta-to- ha *sta-tero-, "divrall", alese al lat. sta-tu-s. Cf. goustad.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | seder |
Derez-uheloc'h | sederoc'h |
Derez-uhelañ | sederañ |
Derez-estlammiñ | sederat |
seder /ˈseːdɛr/
- Laouen
- Ar c'habiten a ieaz d'he gaout, seder ha laouen, evit lavaret d'ezhan ma n'o doa ket gellet paka paotred Treger, o doa da viana, gand kalz a boan evit guir, gellet lakaat ho dourn var an daou velek penn-fall a ioa ganthan. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 213.)
- ... ha setu perak e oa seder e-giz ur pennglaouig. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 19.).
- Ha piou a vefe seder o welout he gwaz ker sounn e benn ha ken didort e gein hag eur paotr yaouank ? — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 57.)
- Honnez a zo seder he daoulagad gand ar stad a zo enni. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 458.)
- Dremmoù seder a weled war dreuzoù an norozioù endra gleved mouezh ar c'hleier e tourig an iliz. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 49.)
- Sioul
- Yac'h (diwar-benn an dud, al loened)
- Neuz yac'h dezhañ (diwar-benn an trevadoù)
- Brav, heoliek (diwar-benn an amzer)
- Ne ra ket a hlao, med n'eo ket seder an amzer. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 458.)
- Bezañ seder ouzh unan bennak : ober brav dezhañ, diskouez bezañ laouen ouzh e gwelet
- Goude e oant seder a-walh ouzin. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 458.)
- Hag hi seder war he divesker moan ha mistr ha war he zreid na stokent ket ouz an douar, koulz lavarout. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 93.)
Gerioù heñvelster