skornañ
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn skorn hag al lostger -añ.
Verb
skornañ /ˈskɔrnã/ verb gwan (anv-gwan-verb : skornet) (displegadur)
- Treiñ da skorn (diwar-benn an dour pe ul liñvenn all):
- Kondaonet e voent erfin da vezañ kaset, ur gordenn ouzh ho gouzoug, war ul lenn skornet a yoa tost da gêr, ha da chom eno e-pad an noz hep tamm dilhad ebet war ho zro. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 176.)
skornañ verb kreñv eeun
- (tud) Kaout riv spontus.
- Skornañ a ra va izili. Ma n'am zennit ket ac'han emaon marv a-raok nemeur amañ. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 51.)
- Skornañ a ra izili un den hag e ra! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 44.)
- Seizañ
- Bilzig na Madelen gir n'o deus rannet : « Tevel hag ober », ar giriou-se a skorne o zeod. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 128.)
- Lavaret ho pije penôs komzou divaoue Lellig o devoa kropet, skornet d'ê o empenn. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 138.)