Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Yar

Brezhoneg

  Etimologiezh

(1499)[1] Eus ar c'hrennvrezhoneg yar[2], deuet eus an henvrezhoneg iár, da dostaat ouzh ar gerioù kerneveurek yar, kembraek iâr, krenniwezhonek eirin, iwerzhonek eireog, ha skosek eireag, memes ster dezho. Dont a rafent holl eus ar ger keltiek *yar-o pe *yar-ā n'en deus kevatal sur ebet e nep lec'h, nemet e balteg-slaveg marteze.[3]

  Anv-kadarn

 
Ur yar (1).

yar /ˈjɑːr/ (liester yer, yarezed)

  1. (Loenoniezh) Parez ar c'hilhog.
    • Pa'z oc'h-hu paotred hag a oar,
      Laret pet pluenn zo er yar.
      [4]
    • Ul labousig-yar nevez-digloret o skrabañ hag o tennañ eus an douar ur vuzhugennig.[5]
    • Ma n'eo ket aet ma yar gant ul loen daoudroadek? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 218.)
    • Un dro bennak, e-keit m'edomp o kerzhout war du ar Savane e voe paket ur poñsin dihenchet gant ar soner Jul Gouriadeg eus Gwipavaz, ur paotrig berr awalc'h e spered, rak am eus aon bras lakaet e oa bet dezhañ e damm skiant el lec'h ma teu ar vioù e-maez ar yar. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 93.)
  2. (skeudennek) Den mezhek.
    <skouer>.

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

  • Arabat gwerzhañ ar vi e revr ar yar .
  • Dibaot ar yar na goll he vi
    O kanañ re goude dozviñ
  • Diouzh ar yar gozh e vez gwerzhet ar polizi.
  • Dre he beg e tozv ar yar.
  • Ur yar pa he devez dozvet a zo ret dezhi kanañ.

Troidigezhioù

  Anagramoù

  • ray (furm displeget ar verb ober)

  Gwelet ivez

  • Ar pennad « yar » e-barzh Wikipedia  

  Daveoù

Roll an daveoù :

  NODES
Done 1