Dante Gabriel Rossetti

Dante Gabriel Rossetti (12 a viz Mae 1828 e Londrez18 a viz Ebrel 1882 e Birchington-on-Sea, ganet Gabriel Charles Dante Rossetti) a oa ul livour rakrafaelour, ur barzh hag ur skrivagner breizhveuriat, ha breur d'ar varzhez Christina Rossetti. Levezoniñ a reas arzourien luskad an arouezouriezh, ha levezonet e oa e vuhez gant e zarempredoù ouzh Elizabeth Siddal, Fanny Cornforth, ha Jane Morris.

Dante Gabriel Rossetti
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denDante Gabriel Rossetti Kemmañ
Anv-bihanGabriel, Charles, Dante Kemmañ
Anv-familhRossetti Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mae 1828 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLondrez Kemmañ
Deiziad ar marv9 Ebr 1882 Kemmañ
Lec'h ar marvBirchington-on-Sea, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Abeg ar marvnephritis Kemmañ
Lec'h douaridigezhKontelezh Kent Kemmañ
TadGabriele Rossetti Kemmañ
MammFrances Polidori Kemmañ
Breur pe c'hoarWilliam Michael Rossetti, Christina Rossetti, Maria Francesca Rossetti Kemmañ
PriedElizabeth Siddal Kemmañ
Kompagnun(ez)Fanny Cornforth Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eKing's College School, Royal Academy of Arts, Heatherley School of Fine Art Kemmañ
Lec'h labourLondrez Kemmañ
Strollad etnekSaozon, Italians Kemmañ
RelijionIliz anglikan Kemmañ
Has petTop Kemmañ
Skour luBritish Army Kemmañ
Oberenn heverkEcce Ancilla Domini, Beata Beatrix, Dante's Dream Kemmañ
Diellaouet gantLeeds University Library, Beinecke Rare Book & Manuscript Library, Harry Ransom Center Kemmañ
LuskadRakrafaelouriezh, arouezouriezh Kemmañ
Ezel eusRakrafaelouriezh, Burlington Fine Arts Club Kemmañ
Tachennpoltred, Arthurian painting, figurative art, allegory, religious painting Kemmañ
Deskrivet dreDante Gabriel Rossetti Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Research Library Kemmañ
Dante Gabriel Rossetti
Poltred Rossetti gant William Holman Hunt (1853)

E vuhez

kemmañ

Mab d'ur barzh italian divroet da Londrez e oa Rossetti. Pa oa yaouank e tiskouezas e oa dedennet gant lennegezh hag arz ar Grennamzer en Italia. Fellout a rae dezhañ dont da vezañ barzh evel lod brasañ tud e familh, met a-benn ar fin e teskas livañ gant Ford Madox Brown. Darempredoù mat o doe a-hed buhez Rossetti.

Goude bezañ kejet gant William Holman Hunt e kroujont ar Vreuriezh rakrafaelour asambles gant arzourien all, e 1848.

Ouzhpenn livañ e troas hag e lakaas embann barzhonegoù gant Dante ha gant skrivagnerien italian all eus ar Grennamzer.

E sell war ar romantelezh hag ar bed dre vras a lakaas anezhañ da bellaat diouzh ar rakrafaelourien. Goude-se e voe diskaret abalamour d'un nebeud darvoudoù : e 1862 e varvas e wreg, Elizabeth Siddal hec'h anv, peogwir he doa bet re a laudanom, goue ma vije bet ganet ur bugel hag a varvas kerkent ha ganet. Dre ma ne zeue ket a-benn Rossetti da lakaat embann e varzhonegoù e touaras anezho e bez e wreg, e bered Highgate. Er memes koulz e savas e daolennoù bravañ, evel Beata Beatrix, ma tiskouez e wreg diwar batrom un dudenn avet gant Dante. Er memes koulz ivez e stagas gant an dourlivañ, hag e savas kalz poltredoù, evel hini ar c'hast Fanny Cornforth hag a blije kalz dezhañ, pe Jane Morris, gwreg William Morris, hag un darempred a voe etrezo.

E 1871 e tivizas lakaat embann e varzhonegoù goude dizouarañ anezho, ha reuz a savas kerkent, dre ma oa orgederezh ha likentez enno. Tamm-ha-tamm e tilezas al livañ merc'hed, hag en e daolennoù diwezhañ e stagas gant mojennoù Arzhur hag oberenn Dante. Diaes e voe dibenn e vuhez : ne oa ket mui dedennet gant al livañ hag ar skrivañ, ha kabac'h e teuas da vezañ. Mont a reas da chom e-unan e Birchington-on-Sea. Soñjal a rae dezhañ e oa heskinet. E-unan e varvas e 1882.

Oberennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1