Digitale Bibliotheek voor de Nederlandse Letteren

levraoueg Izelvroioù

Digitale Bibliotheek voor de Nederlandse Letteren (DBNL, nederlandeg a dalvez «Levraoueg niverel al lizhiri nederlandek») a zo ul lec'hienn internet gouestlet d'an nederlandeg ha d'al lennegezh nederlandek. Enni e kaver testennoù lennegel, studiadennoù, pennadoù-barn ha displegadennoù hag ivez titouroù all evel buhezskridoù, skeudennoù ha liammoù diavaez. DBNL a zo bet krouet gant Stichting DBNL («Diazezadur DBNL», savet e 1999) ha gant Maatschappij der Nederlandse Letterkunde (Kevredigezh lennegel an Izelvroioù). Skoazell argant a zo bet roet gant ensavadurioù evel NWO (Nederlandse Organisatie voor Wetenschappelijk Onderzoek, Aozadur nederlandat evit an enkalskoù skiantel) pe Nederlandse Taalunie.

Digitale Bibliotheek voor de Nederlandse Letteren
levraoueg, lec'hienn Web, diaz roadennoù, virtual library
Deiziad krouiñ1999 Kemmañ
StadIzelvroioù Kemmañ
Ezel eusGeheugen van Nederland Kemmañ
Perc'hennet gantMaatschappij der Nederlandse Letterkunde Kemmañ
AozerDigital Library for Dutch Literature Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvnederlandeg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.dbnl.org/ Kemmañ
Trezalc'herKB National Library of the Netherlands Kemmañ

1 000 testenn : al levraoueg diazez

kemmañ

En DBNL e kaver (pe e vo kavet) al "levraoueg nederlandek diazez" (nederlandeg : "basisbibliotheek")[1]. Paul Schnabel an hini eo a zo e penn ar bodad ma voe dibabet an testennoù-se[2]. ne vo ket kavet testennoù klasel zo evel De avonden (an nozvezhioù, gant Gerard Reve, 1947) pe Nooit meer slapen (En tu all d'ar c'housk gant Willem Frederik Hermans, 1966) abalamour d'ar gwirioù aozañ[3].

Notennoù

kemmañ
  1. Somers, Maartje Van abel spel tot Achterhuis: de basisbibliotheek - het Nederlands erfgoed in duizend sleutelteksten, NRC Handelsblad 4 a viz Ebrel 2008 rann Boeken, p.10
  2. Somers, Maartje p. 10
  3. Somers, Maartje, p.10


Liamm diavaez

kemmañ
  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.
  NODES
INTERN 1
Note 2