Strossburi

kumun Bro-C'hall
Straßburg
Ribl an Ill hag iliz-veur Itron-Varia.
Ribl an Ill hag iliz-veur Itron-Varia.
Ardamezioùlogo
Anv elzasek Strossburi
Anv alamanek Straßburg
Anv gallek (ofisiel) Strasbourg
Bro Elzas
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Grand Est (prefeti)
Departamant Roen-Izel (prefeti)
Arondisamant Straßburg (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h dek kanton :
1, 2, 3, 4, 5, 6
Kod kumun 67482
Kod post 67000, 67100, 67200
Maer
Amzer gefridi
Jeanne Barseghian
2020-2026
Etrekumuniezh Strasbourg Eurométropole
Lec'hienn web https://www.strasbourg.eu
Poblañsouriezh
Poblañs 290 576 ann. (2020)[1]
Stankter 3 713 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°35′5″N 7°45′2″E
Uhelderioù bihanañ 132 m — brasañ 151 m
Gorread 78,26 km²

Kêr-benn Elzas eo Strossburi (alemaneg, distaget [ˈʃd̥rɔːsb̥uri]), Straßburg en alamaneg, distaget [ˈʃtʁaːsbʊʁk]) pe Strasbourg e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [stʁazbuʁ], [stʁasbuʁ]). War c'hlann gleiz ar stêr Roen emañ, e-tal ar gêr alaman Kehl e Baden-Württemberg. Pennlec'h departamant ar Roen-Izel eo ivez, ha sez meur a ensavadur etrebroadel evel Parlamant Europa ha Kuzul Europa.

Iliz-veur Strossburi

An anv

kemmañ

Argentoratum e oa an anv keltiek a-raok donedigezh ar Romaned. Meneget e voe an anv er bloaz 12 kent JK, pa voe savet ur c'hamp roman gant Nero Claudius Drusus.

Adal ar bloaz 90 e voe kamp diazez al Lejion VIII Augusta .

E 842 e voe touet Leoù Straßburg etre Karl Voal, roue Frankia ar C'hornôg ha Loeiz Germania, roue Frankia ar Reter, a-enep o breur Lotar I.

Ur perzh a-bouez a gemeras Strossburi en Disivoud protestant en XVIvet kantved.

Staget e voe ouzh Bro-C'hall e 1681, 1918 hag abaoe 1945 hervez ar brezelioù a oa etre Bro-C'hall ha Prusia pe Alamagn.

Douaroniezh

kemmañ

Treuzet eo Strossburi gant ar stêr Ill. E traoñienn ar Roen emañ, war ribl kleiz ar Roen, etre menezioù ar Vojoù un 20 km bennak d'ar c'hornôg hag ar C'hoad Du 25 km d'ar reter en tu all d'ar stêr bras, a-dal da kêr gKehl, e Baden-Württemberg. E kreiz ur c'hroashent bras europat emañ, e-lec'h eo fetis ar treizhid dre hent, dre hent-houarn ha dre stêr etre ar Su hag an Norzh.

Savadurioù ha glad

kemmañ

Brudet eo an iliz-veur gotek savet e krag hag he horolaj steredoniel, ha tiez o bannoù koad ar straedoù grennamzerel. Kalz savadurioù eus mareoù all a gaver avat : ilizoù e-leizh, savadurioù eus an Azginivelezh alaman (ar gambr kenwerzh ha greanterezh), palezioù eus ar barok gall (ar palez Roc'han), tiez an Arz Nevez (Palais des Fêtes), ha mell ensavadurioù evel ti Lez europat gwirioù mab-den.

Pontoù eus ar Grennamzer betek ar mare a-vremañ, parkoù liesseurt ha mirdioù zo ivez, evel Mirdi an arzoù-kaer, Mirdi an arzoù-kinklañ, Mirdi Tomi Ungerer, ar Mirdi elzasat, Mirdi an arkeologiezh, etc.

Sportoù

kemmañ

Ar Racing Club de Strasbourg zo e-touez ar c'hluboù sport a-vicher brudetañ ar gêr, ur c'hlub mell-droad eo. Kluboù basket-ball ha hoke-war-skorn zo ivez.

Tud brudet

kemmañ

Tud ganet e Stroosburi

kemmañ

Annezidi brudet

kemmañ

Kêrioù gevellet

kemmañ

Emglevioù kenlabour he deus Strossburi gant :

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Boston Sister Cities. The City of Boston.
  3. British towns twinned with French towns. Archant Community Media Ltd.
  4. Stuttgart Städtepartnerschaften
    (de)
    . Landeshauptstadt Stuttgart, Abteilung Außenbeziehungen.
  5. 'Dresden – Partner Cities'. 2008 Landeshauptstadt Dresden.
  6. Ramat Gan Sister Cities.
  NODES
Community 1
Note 3
os 20
web 1