Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Republik Tchad a zo ur stad eus Kreiz Afrika. En-dro da Tchad emañ ar broioù-mañ: Libia, Niger, Nigeria, Kameroun, Republik Kreizafrika ha Soudan (Darfour). Ouzhpenn 200 kenel ha 100 yezh zo er vro-mañ krouet gant ar stadoù europat e fin an XIXvet kantved. Diwar Lenn Tchad e teu hec'h anv, ha Ndjamena eo he c'hêr-benn.

République du Tchad
جمهوريّة تشاد
Jumhūriyyat Tashād
Banniel Tchad Skoed-ardamez Tchad
Banniel Ardamezioù

Lec'hiadur
Kan broadel La Tchadienne
Yezh ofisiel Galleg, Arabeg
Kêr-benn Ndjamena
Gorread
• En holl
• % dour

1 284 000 km²
1.9%
Poblañs
• Hollad
• Stankter

16 877 357 (2020)[1].
13/km²
Prezidant Mahamat Idriss Déby
Kentañ ministr Succès Masra
Gouel broadel 11 a viz Eost
Moneiz Lur CFA
Kod pellgomz 235
Kenrouedad .td

Skeudennoù

kemmañ

Douaroniezh

kemmañ
 
Tchad

Tost goullo eo an drederenn norzh eus ar vro, ar Sahara eo. Muioc'h er su emañ ar sahel, ha muioc'h er su c'hoazh ar savanenn lec'h emañ o chom 70% eus ar boblañs. 9 826 419 annezad a oa e 2005 ha 16 877 357 e 2020[2].

Al labour-douar hag ar sevel loened eo obererezhioù trec'hel ar boblañs. Tireoul a zo ivez, hag uraniom e norzh ar vro.

Araok an drevadennerezh

kemmañ

Kavell an denelezh eo Tchad abaoe eo bet dizoloet Toumai e 2001, ur primat 7 milion bloaz kozh.

Rouantelezhioù a oa araok Tchad : hini Kanem-Bornou, hini Baguirmi, hini Ouaddai.

« Ijinadenn » Tchad

kemmañ

Krouet e voe Tchad gant Bro-C'hall hag Alamagn e-pad o c'hendivizoù er bloavezhioù 1880. Ur warezveliezh c'hall e voe adalek 1900 hag ur drevadenn adalek 1920, e framm Afrika ar C'heheder C'hall.

Ur republik emrenn e voe e 1958 ha dizalc'h e 1960 dindan prezidentelezh François Tombalbaye, met chom a reas norzh ar vro melestraduret gant Bro-C'hall pevar bloaz c'hoazh. Drouklazhet e voe Tombalbaye e 1975. Outel Bono, mezeg ha politikour araokour, a voe drouklazhet e Pariz e 1973. E 1990 voe kaset un toal-stad gant Idriss Déby, eus ar genel zagawa, sikouret gant Bro-C'hall.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù

kemmañ
  NODES
Note 1